Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Enez-Sun : galv ar jeneral de Gaulle

Gant François Spinec
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Enez Sun a zo brudet, a vez anavezet peogwir ez eus leun a dud a zo aet gant ar jeneral de Gaulle e-pad ar brezel. Perak ez eus bet kement-se a baotred yaouank o vont gant ar jeneral de Gaulle e-pad ar brezel ?

– An dra-se zo bet degouezhet evel-se. Ar person hag ar maer o doa soñjet evel-se, setu e oant aet d'en em welet tout asambles hag an ide a oa, an ide gwellañ a oa mont da Vro-Saoz evit kontinuiñ ar brezel, setu tout o deus lavaret : ya, evel-se e ranker ober, setu int aet tout da Londrez.