• Gant François Spinec
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
– Aes eo bevañ war an enezenn ?
– Ne c'hallfen ket bevañ en ul lec'h all. Ne c'halloc'h ket bezañ muioc'h eürus evit en enezenn e-giz ma domp amañ. N'omp ket stresset gant netra, me 'meus bet morse eur ebet war va brec'h. Me meus ket bet morse an eur. Me a gemero va amzer atav ha koulskoude e deuan a-benn ha pa ranker bezañ preset e ouzer bezañ preset ha pa ranker bevañ trankil e ouzomp bevañ trankil hag en hon enezenn ne c'halloc'h ket bevañ evel-se, me an eur 'meus ket ezhomm eus ur montr peogwir suivant ar mareoù e ouzon pet eur eo. Pa sellan ar mor, ken sellet uhelder ar mor e ouzon pet eur eo. Suivant ar mareoù, suivant… voilà, setu n'eo ket ret kaout ur montr.