Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Enez-Sun : ar bagoù etre an enezenn hag an Douar bras

Gant François Spinec
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Pet bag a zo bemdez?

– A! n'eus ken ur vag, n'eus ken unan hag evidomp, ha n'eo ket graet evidomp anezhañ. Ar vag zo graet ken evit tud eus a lec'h all. Ni ma beus ur rendez-vous gant ur medisin e ranker paseal div nozvezh en tu all. Peogwir ar vag a ya kuit d'an abardaez ha d'an abardaez e teuor da bemp eur e Gwaien ma peus ur rendez-vous e Kemper, beñ tout an traoù zo serret, setu e ranker gedal an devezh war-lerc'h hag en devezh war-lerc'h evit dont d'ar gêr eo da nav eur hanter doc'h ar mintin ma peus ur rendez-vous da nav eur doc'h ar mintin e Kemper, 'peus ket amzer dont da gemer ur vag, setu e ranker paseal daou devezh, div nozvezh evit ur simple rendez-vous.