• Gant François Spinec
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
– Lavarit deomp neuze François pelec'h emañ Enez Sun da vugale Breizh da c'houzout pelec'h emañ an enezenn-se.
– Enez-Sun a zo un enezenn, un enezenn e penn Beg ar Raz hag a zo penaos a n'omp ken mui leun a dud, me meus anavezet pa oan yaouank tridek kant a dud ba' kêr hag an dud zo aet da labourat da lec'h all peogwir amañ ne yae ken micher pesketour ha bremañ edomp ken mui kant ugent e-kreiz ar goañv, setu e beus diminuet.
– Ha pet den zo e-pad an hañv ?
– En hañv me sonj din e-kreiz an hañv e tle bezañ au moins daou vil a dud ba' kêr, ya, ya, o ya au moins daou vil, ha gant an touristed, ar bagoù ma zo er porzh, leun a dud a deu da welout ac'hanomp, un enezenn evit an touristed eo, un enezenn interesant.
– Ha pelec'h e ranker kemer ar vag evit dont betek Enez Sun ?
– Aze e rankomp paseal dre Gwaien hag un tammig pelloc'h evit Gwaien e ranker penn-da-benn hag ar mor e teuer da ur porzh Saint-Eved, er porzh Saint-Eved en Eskevien. Merket eo tout penn-da-benn ne c'heller ket en em dromplañ, met n'eo ket e Gwaien eo un tammig pelloc'h evit Gwaien, an débarcadère.
– Hag aes eo dont betek an enezenn ?
– An dra-se depand an amzer, mag eo an amzer mat e teuor trankilamant, met mag eo ar mor lor a-wechoù penaos eo an avel ha penaos edi ar mareoù, edeur er riskl bezañ klañv hag alies e-kreiz ar goañv pa vez an amzer lor, ar vag a ya da Douarnenez, setu a-wechoù suivant an amzer, soit Douarnenez soit Gwaien.