Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Troioù-lavar : al loened

Gant dizanv
Tennet eus Trouz didrouz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Trouz didrouz

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Kamm ki pa gar !

Pep ki zo mestr en e di
Pep ki zo hardizh en e di.

Ar yar a goll he vi
Dre forzh kanañ goude dozviñ.

Hemañ zo atav vi pe labous
O c’hoari gantañ.

Teod ar c’hi medisin,
Teod ar c’hazh binim.

Evit pakañ louarn pe c’had,
Eo ret sevel mintin mat.

An neb a laer ur spilhenn,
A c’hell laerezh un azen.

Lec’h ma vez staget ar c’havr
E rank peuriñ.

Aet ar moc’h bihan war park ar gwinizh du !
Deuet ar moc’h bihan en-dro d’ar gêr.