Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Troioù-lavar : an amzer

Gant dizanv
Tennet eus Trouz didrouz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Trouz didrouz

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ma vez yen ha kriz ar goañv,
Da gof ouzh taol, da gein d’an tan.

Gwell eo moged forn eget avel skorn.

Pa vez erc’h war an douar,
Ne vez na tomm na klouar.

Pa vo tremenet dent-Genver,
E vo klouaroc’h an amzer.

Pa grog ar skorn gant al loar nevez,
Ne bad nemet daou pe dri devezh.
Pa grog ar skorn war an diskar,
E pad keit ha ma kar.

Avel ar c’hornaoueg,
Avel da bep genaoueg.

Klevit ! An avel foll !
Aet ar mor en diroll !

An avel a yud,
Deomp en hor c’hlud !
Ar mor a groz,
Serromp hon ti, kloz.

Glav d’ar Sul, glav d’al Lun,
Glav e-pad ar sizhun.

Glav da c’houloù-deiz,
Ne zalc’ho ket betek kreisteiz.

Pe glav bras, pe glav bihan,
Deomp en ti, ha deomp buan.

Rev gwenn war ar c’hresk,
Amzer gaer ha fresk.

Glav a zeu diwar ar c’hreisteiz,
Glav e-pad an deiz.

Ruzder diouzh an noz,
Brav antronoz.
Ruzder diouzh ar mintin,
Sur d’ober gwall fin.

Kanevedenn diouzh an noz,
Glav hag avel antronoz.
Kanevedenn diouzh ar mintin,
Sur d’ober gwall fin.

Heol gwenn a ro glav,
Hag heol ruz amzer vrav.