• Gant Mona Jaouen
• Tennet eus Trouz didrouz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Trouz didrouz
Skrivet gant Maryvonne Berthou.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Miaoual a ra ar c'hazh,
Harzhal a ra ar c'hi,
Blêjal a ra ar vuoc'h,
Gourizial a ra ar gazeg,
Toc'hal a ra ar moc'h !
Nag a drouz,
Nag a drouz,
En atantoù
War ar maez !
Boudal a ra an dornerez,
Tufañ a ra an traktor,
Storlokat a ra an ogedoù,
Gwic'hal a ra ar garrigell.
Nag a drouz,
Nag a drouz,
En atantoù
War ar maez.