Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar foar (kanaouenn)

Gant Mona Jaouen
Tennet eus Trouz didrouz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Trouz didrouz

Kanaouenn skrivet gant Jakez ar Born.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Me zo bet e foar ar chas
Ha 'm eus prenet
Ha 'm eus prenet
Me zo bet e foar ar chas
Ha 'm eus prenet ur c'hi bras.
Waou waou waou dipedipedap (4 gw.)

Me zo bet e foar ar c'hezeg
Ha 'm eus prenet
Ha 'm eus prenet
Me zo bet e foar ar c'hezeg
Ha 'm eus prenet ur gazeg.
Ya ha ha dipedipedap (4 gw.)

Me zo bet e foar ar saout
Ha 'm eus prenet
Ha 'm eus prenet
Me zo bet e foar ar saout
Ha 'm eus prenet ur vuoc'h sot
Meuh meuh meuh dipedipedap (4 gw.)

Me zo bet e foar ar yer
Ha 'm eus prenet
Ha 'm eus prenet
Me zo bet e foar ar yer
Ha 'm eus prenet ur yar gaer
Kot kot kot dipedipedap (4 gw.)

Me zo bet e foar ar moc'h
Ha 'm eus prenet
Ha 'm eus prenet
Me zo bet e foar ar moc'h
Ha 'm eus prenet ur pemoc'h
Oc'h oc'h oc'h dipedipedap (4 gw.)