• Gant Mona Jaouen
• Tennet eus Trouz didrouz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Trouz didrouz
Kanaouenn skrivet gant Yvon Gouez.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Glav war an doenn,
Plik, plok, plik plik, plok,
Glav war an doenn,
Glav war va fenn !
Glav war an douar,
Plink, plonk, plink plink, plonk,
Glav war an douar,
Glav e penn an talar.
Kazarc'h war an ti,
Tikatikatik, tikatikatik,
Kazrac'h war an ti,
Skorn e beg va fri.
Erc'h war ar porzh-skol,
poum, poum, poum, poum, poum,
Erc'h war ar porzh-skol,
Gant va botoù plom.
Kurun 'kreiz an noz,
Boudouboudoudoum, boudouboudoudoum,
Kurun 'kreiz an noz,
Spontet ar vamm-gozh.
Avel war ar vro,
Ou, ou, ou, ou, ou,
Avel war ar vro,
War an nor e sko.