• Gant Célestin ar Rouz
• Tennet eus Taboulin 19 : A-hed ar stêr + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 19 : A-hed ar stêr
Kanaouenn skrivet ha kanet gant Célestin ar Rouz.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
'Tre koadoù Noz ha Nay marzhus
Eas da gejañ gant ar Gwik nerzhus
Tapet Skalon hag Emilion balc'h
Douras stêr koantig a Venac'h
Deus gêr-man-gêr
A-hed al Leger
Me moa kavet ma amzer berr
Deus ger-man-ger
A-hed al Leger
Me moa gwelet ur bern traoù kaer
Gant ul lans nevez a dremenas
Dindan pont uhel an hent bras
E Kernansquilliec un tamm siouled
Lec'h da c'hoari evit an (d)luzhed
Deus gêr-man-gêr
A-hed al Leger
Me moa kavet ma amzer berr
Deus ger-man-ger
A-hed al Leger
Me moa gwelet ur bern traoù kaer
E sanioù don chapel Seizh-Sant
Lakaas da dreiñ milinoù drant
'N em silañ reas dre ar c'herreg
Betek kastell kozh Tonkedeg
Deus gêr-man-gêr
A-hed al Leger
Me moa kavet ma amzer berr
Deus ger-man-ger
A-hed al Leger
Me moa gwelet ur bern traoù kaer
Gantañ dour doñv ha sederaet e red
E-biou Kerfons, chapel brudet
'Dan lies pontoù a gendalc'has
Dre Lannuon, kreiz ar gêr vras
Deus gêr-man-gêr
A-hed al Leger
Me moa kavet ma amzer berr
Deus ger-man-ger
A-hed al Leger
Me moa gwelet ur bern traoù kaer
Ambrouget gant lanv dour sall
Trezek ar mor gant chal-dichal
Hedas Logivi ha porzh Yeoded
Lec'h 'man'r vamm ar Werc'hez zo o kousket
Deus gêr-man-gêr
A-hed al Leger
Me moa kavet ma amzer berr
Deus ger-man-ger
A-hed al Leger
Me moa gwelet ur bern traoù kaer