• Gant Marie Kermarec
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Goulc'han Kervella.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Reverdi vras
’Vo ’benn warc’hoazh.
Ni ’z ay d’an aod
Da glask piz-aod.
Tre a zo !
Poent eo !
Emañ an darze
Nag a frete !
Troet eo al lanv
Deomp en-dro !
Prest ’vo gourlenn
Harp ar mor en tevenn.
Ha ni war ar vri
A zebro hor merenn
E-kreiz ar peuriñ
Brennig ur guchenn !