• Gant Daniel Carré
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Anna-Vari Arzur.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar mor zo aet kuit.
Piv e zegaso
En-dro ?
Ar mor zo kounnaret.
Piv a c’hello sioulaat
Ar vag ?
Ar mor zo dirollet.
Piv a c’hello stagañ
Ar wagenn ?
Ur bugelig
O c’hoari
War an traezh
Gant brennig.