• Gant Yann-Bêr Premel
• Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)
Kanet gant Yann-Bêr Premel. Akordeoñs gant Michel Kermarec.
Ur ganaouenn savet gant Paotr Treoure en enor d'an dud-nevez.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Paotred ha paotrezed, kanomp ur ganaouenn
D'an daou bried yaouank da laouenaat o fenn.
Gelarigo holla ho !
Enor ha yec'hed dezho
Ma'z ay mat an traoù en-dro
Ha ma ro karantez eternel etrezo.
Ra chomint yac'h ha kreñv, barrek da labourat
Gant ur stomok digor ha skilfoù da chaokat.
Gelarigo holla ho !
Enor ha yec'hed dezho
Ma'z ay mat an traoù en-dro
Ha ma ro karantez eternel etrezo.
Ra chomo dreist pep tra, etre ar priedoù
Karantez ha joa e-leizh o godelloù.
Gelarigo holla ho !
Enor ha yec'hed dezho
Ma'z ay mat an traoù en-dro
Ha ma ro karantez eternel etrezo.
Ma tegouezh en o zi filiped da sevel
Ozhac'h ha gwreg, bep eil a lusko ar c'havell.
Gelarigo holla ho !
Enor ha yec'hed dezho
Ma'z ay mat an traoù en-dro
Ha ma ro karantez eternel etrezo.
Ha dre ma savint bras, paotred ha merc'hedoù
E vo dalc'het atav distlabez o frioù.
Gelarigo holla ho !
Enor ha yec'hed dezho
Ma'z ay mat an traoù en-dro
Ha ma ro karantez eternel etrezo.
Yec'hed hag enor c'hoazh, yec'hed ha mil bennozh
Plijadur er bed-mañ ha plas er Baradoz.
Gelarigo holla ho !
Enor ha yec'hed dezho
Ma'z ay mat an traoù en-dro
Ha ma ro karantez eternel etrezo.