• Gant Yann-Fañch Kemener
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell skrivet gant Anna-Vari Arzur.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Unan, daou,
Nijet ar pennglaou.
Tri, pevar,
Nijet ar glujar,
Met chomet ar yar.
Pemp, c’hwec’h, seizh,
Seizh vi en neizh.
Eizh, nav, dek,
Selaouit trouz ar beg.
Unnek, daouzek,
An holl prest da redek !
Trizek evit un dousenn
Gant ar vamm-yar o pourmen.