Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

O tont en-dro eus ar friko (kanaouenn)

Gant Goulc'han Kervella ha Ifig Calvez
Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)

Kanet gant Goulc'han Kervella hag Ifig Calvez.
Ur ganaouenn dañs-round eus Bro-Bagan.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

O tont en-dro eus ar friko
Ne lârin ket deoc'h kenavo

Ge farlaridondaine
Ge sach da c'harr a-dreñv

Emberr pa'z in da gaout da dad
E tiskargin dezhañ ur banne mat

Ha d'az mamm e rin kement all
E tiskargin ur banne all

A-benn unnek eur hanter-noz
Setu 'mañ mezv an daou gozh

Neuze vo trouz jolivari
Ha jabadao e-kreiz an ti

Ha jabadao e-kreiz an ti
Ha reiñ e goan da Jan-Mari