• Gant Mona Bouzec
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Rimadell hengounel.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Me ’souet deoc’h ur bloavezh mat
Yec’hed kreñv ha boued war ar plad.
Kig bevin ha kig sall
Bara gwinizh war an daol.
Kaol pomet ’barzh ho jardin
’Barzh al liorzh pour hag irvin,
Karotez bras ha panez krenn
Evit ma vo mat ho soubenn.