Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Lous (rimadell)

Gant Nolùen ar Buhe
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Jean-Claude Le Ruyet.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Lous, lous, lous
Lous e zaouarn, lous e skouarn
Lous e dal ha lous e fri
D’ar paotrig Jañ-Mari !

Ur banne dour
War ar vaneg
Un taol maneg
Na yen an dour !

Ha frot ha frot
Get al lampon
Ha frot ha frot
Get al loustoñ.

Ha bremañ prim
Ur serviedenn
Ha grim ha grim
Get e fas gwenn.

Prop eo e zremm, prop e zaouarn
Prop eo e fri, prop e zivskouarn
Lampi-lampon ’c’hello lampat
’C’hello lampat ha galoupat.