Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An daol (rimadell)

Gant Maodez Robin ha Marie Kermarec
Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !

Rimadell skrivet gant Maryvonne Berthou.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Va mabig, poent eo dit
Lakaat an asiedoù war an daol !
– Ne rin ket, ne rin ket ! N’eo ket din d’ober,
Goulenn digant va c’hoar !

– Va merc’hig, poent eo dit
Lakaat ar c’hontilli war an daol !
– Ne rin ket, ne rin ket ! N’eo ket din d’ober,
Goulenn digant va breur !

– Va mabig, poent eo dit
Lakaat al loaioù war an daol !
– Ne rin ket, ne rin ket ! N’eo ket din d’ober,
Goulenn digant va zad !

– Met piv a raio al labour amañ ?
Nemet me va-unan !