• Gant Yann-Bêr Premel
• Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)
Kanet gant Yann-Bêr Premel, tennet eus al levr-CD Kanit 'ta tudoù ! Ti ar Vro Bro-Leon, 2010.
Ur ganaouenn dañs-round.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
P’edon war bont an Naoned ge maluron lure
An deiz all o kanañ maluron lurette
An deiz all o kanañ maluron lure
Me ’welas ur plac’h yaouank
’Hed ar stêr o ouelañ
Ha me ’c’houlenn diganti
Na perak e ouele
Va gwalenn aour, emezi,
Er mor a zo kouezhet
Petra ’rofec’h-c’hwi din-me
Me ’yelo d’he zapañ
Hanter-kant skoed, emezi,
’Roin deoc’h a galon vat
’Vit ar gentañ ploñjadenn
Netra n’en deus gwelet
’Vit an eilvet ploñjadenn
Ar walenn zo touchet
’Vit an drede ploñjadenn
Ar paotr a zo beuzet
E dad a oa er prenestr
A ziroll da ouelañ
Tri mab am eus-me ganet
O-zri ez int beuzet
E bered sakr an Dreinded
O-zri e vint beziet