• Gant Goulc'han Kervella ha Ifig Calvez
• Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)
Kanet gant Ifig Calvez ha Goulc'han Kervella.
Ur ganaouenn gozh hag a veze kanet e fin ar frikoioù pa veze kaset an dud-nevez en o gwele…
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Sonit-hu, sonerien, sonit munut ha ge
Emañ ’r soubenn al laezh o vont war an trebez
Sonit-hu, sonerien, sonit munut ha stank
Emañ ’r soubenn al laezh o vonet war ar bank
Sonit-hu, sonerien, sonit munut ha ge
Emañ ’r soubenn al laezh o vont ’barzh ar gwele
Kentañ tamm anezhi, kentañ tamm anezhi
Kentañ tamm anezhi zo d’ar Werc’hez Vari
An eil tamm anezhi, an eil tamm anezhi
An eil tamm anezhi zo d’ho pried ha c’hwi
’N trede anezhi zo d’ho tad ha d’ho mamm
Oc’h bet maget ganto ’n amzer ma oac’h yaouank
P’vare tamm anezhi zo d’ho preur ha d’ho c’hoar
Ha da gement hini a zo deoc’h hirio kar
’R pempvet tamm anezhi a zo d’ar vignoned
Hoc’h eus darempredet betek deiz hoc’h eured