• Gant Michel Simon
• Tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
An ti-mañ a oa d’an aotrou Thomas hag a oa mengleuzier. Met n’eo ket eñ az ae e foñs ar vengleuz. E vicherourien a rae. Hag e fin ar sizhun e paee e vicherourien hag e veze ret d’ar vicherourien mont da brenañ ar pezh o doa ezhomm e-barzh ar stal dalc’het gant e wreg. Ur redi e oa. A-hend-all e veze skarzhet ar micherour eus e labour. An arc’hant a-benn ar fin a chome atav gant an aotrou Thomas.
E wreg he doa ar stal hag eñ a oa mengleuzier.