• Gant Michel Simon
• Tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar vugale dek pe daouzek vloaz a laboure ivez er vengleuz. E-pad an noz e teue dour e-barzh ar vengleuz. Ar vugale gant ur sailh e pep dorn a ziskenne e foñs ar vengleuz ha kargañ a raent ar sailhoù evit skarzhañ an dour eus ar vengleuz. Se a oa labour ar vugale diouzh ar beure. Goude e lakaent dour war ar blokadoù mein degaset er-maez. Ar mein a dlee bezañ gleb atav evit bezañ aesoc’h da faoutañ. Ar vugale a veze neuze o lakaat dour war ar blokadoù mein.
Ar baotred a laboure er vengleuz. Ar merc’hed a chome er gêr da sikour o mammoù. Ar vugale n’aent ket d’ar skol er bloavezhioù 1850.