Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Lenn Gwerledan : perak ez eus treustoù e-barzh an ti-se ?

Gant Michel Simon
Tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

An dud pa’z int aet kuit n’o deus ket bet amzer da dapout an treustoù. Pignet e oa an dour re vuan. Ret e oa d’an dud a oa o chom en ti-se mont kuit buan. Lezet o deus an treustoù war o lerc’h. Pa’z eo aet an dud kuit o deus klasket tapout tout ar pezh o deus gallet tapout diwar an tier : an doenn mein-glas zo aet kuit ; ar c’hoadaj war an doenn zo aet kuit. Tro an dorioù graet gant mein-benerezh zo aet kuit. An dud o deus kaset an doenn, ar c’hoad hag ar mogerioù ganto evit sevel un ti all un tammig pelloc’h.