Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Lenn Gwerledan : petra e oa soñj an dud p'o deus ranket kuitaat o zi ?

Gant Michel Simon
Tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ne oa ket kalz a dud ken o vevañ en draoñienn. Kalz a dennerien mein-glas a oa aet kuit da labourat da lec’h all. Al lod brasañ eus ar mengleuzioù a oa dilezet d’ar poent-se rak ar mein-glas-se ne oant ket dreist. Kanol Naoned-Brest a oa aet war an diskar abalamour d’an tren. War ar c’hanol e tremene ur vag bep eil deiz. An dud a oa aet kuit peogwir e oa bet divizet. N’eo ket evel bremañ pa vez un dra bennaket e vez tout an dud a-enep diouzhtu. Ne oa tamm ebet evel-se d’ar mare-se, an dud a oa aet kuit pa oa bet lâret dezhe mont kuit.