Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar goulenn (kanaouenn)

Gant Anne Bodennec
Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)

Kanet gant Anne Bodennec.
Ur ganaouenn bet dastumet gant Kervarker, Hersart de La Villemarqué, hag embannet er Barzhaz Breizh e 1867, e rummad ar sonioù. Met n'hon eus ket kavet roud ebet eus ar ganaouenn-mañ kanet gant ur c'haner bennak.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ar bazhvalan
En anv an Tad hollc’halloudek,
Ar Mab hag ar Spered Meulet,
Bennozh ha joa ’barzh an ti-me
Muioc’h evit zo ganin-me.

Ar breutaer
Na petra ’teus ’ta, ma mignon,
Pa ne deo joaus da galon ?

Ar bazhvalan
Ur goulmig em boa em c’houldri,
Hag ur gudon em boa ganti
Ha setu degoue’et ar sparfell,
Ker prim hag ur barrad avel,
Ha ma c’houlmig en deus spontet,
N’ouier doare pelec’h ’mañ aet.

Ar breutaer
Da goulmig, ne’m eus ket gwelet,
Na da gudon wenn kennebeut

Ar breutaer
Da’m liorzh, ma mignon, on bet
Na koulmig ’bed ne’m eus kavet
Nemet ur frapad bokedoù,
Bleunioù lila ha rozennoù,
Ha dreist-holl ur rozennig kaer,
Savet e kornig ar voger.

Ar breutaer
Ne gavan koulmig mod ebet
Nemet un aval ’m eus kavet,
’N aval-mañ, krizet a bell zo,
Dindan ar we’enn, ’touez an delioù
En ho chakodig lakit-hi,
Da reiñ d’ho kudon da zebriñ,
Ha neuze na ouelo ket mui.

Ar bazhvalan
Ma mignon, ho trugarekat ;
’Vit ma krizet, un aval mat
Ned eo ket kollet he c’hwezh-vat ;
Met ne’m eus c’hoant deus aval ’bet,
Deus bleuñ na deus tañvoue’enn ebet,
Ma c’houlmig ’renkan da gavet
Me ya ma-unan d’he c’herc’het.

Ar breutaer
’Trou Doue ! hemañ zo paotr fin !
Deus ’ta, ma mignon, deus ganin
Da goulmig wenn n’eo ket kollet,
Me ma-unan ’m eus hi miret,
Em c’hambr en ur gaoued olifant,
Me ma-unan ’m eus hi miret…