Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Lenn Gwerledan : ar stankell

Gant Michel Simon
Tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 30 : Lenn Gwerledan

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ur stankell zo ur pezh mell moger savet a-dreuz an draoñienn evit ma chomfe an dour a-dreñv ar voger. An holl vugale o deus graet se war vord ar mor : un toull hag e vez lakaet traezh tro-dro evit herzel an dour da vont kuit. Ar stankell-mañ zo ur voger dev e betoñs, 206 metr ledander el lein ha 45 metr uhelder. Ar stankell zo bet savet evit ober tredan. N’eo ket evit ober brav. An ti gant un doenn ruz zo un embregerezh evit produiñ tredan. Graet e vez tredan evit ur gêr evel Pondi, 15 000 a dud. An tredan a servij da sklêrijennañ an dud ha da dommañ anezho. Bremañ, ar stankell a servij d’ober tredan pa vez kalz a c’houlenn. An tredan graet gant nerzh an dour a c’hall bezañ war ar rouedad dindan div vunutenn. Er c’hreizennoù nukleel eo kalz hiroc’h.