• Gant Anne Bodennec
• Tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ar soner hag ar bleiz (levr-DVD)
Kanet gant Anne Bodennec.
Ur ganaouenn savet gant Yann Wilhou Herry, embannet e Soniou Feiz ha Breiz, trede leor, 1930. N'eo ket ur ganaouenn hag he deus graet berzh, marteze peogwir ne oa ket ar c'hiz ken da c'houlenn sikour digant ar bazhvalan evit klask ur plac'h yaouank da zimeziñ…
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar jubenn pe ar bazhvalan zo o klask ur plac’h yaouank evit ar paotr yaouank emañ o labourat evitañ. Dont a ra e ti tad ur plac’h yaouank da glask « ur goulmig wenn »…
Ar Jubenn
Deiz mat deoc’h holl, tud an ti-mañ,
Kel laouen ho kavan,
Ker brav gwisket, e pep feson,
Ma lavar din stok va c’halon,
N’hellin biken tremen ho ti,
Hep dont d’ho saludiñ.
An Tad
Ni a zoug ar memes salud,
Deoc’h-c’hwi koulz hag ho tud,
An onestiz eus ho komzoù,
Ar bervig dous eus ho selloù,
A lavar deomp, sklaer hag anat,
Ho peus ur c’heloù mat.
Ar Jubenn
Ni zo war lerc’h ur goulmig wenn,
Gwall dizhet gant un tenn,
He askell kleiz a zo torret,
Nijal mui pell ne oufe ket
Hag e klevis ez eo amañ
Emañ deut da gouezhañ.
An tad a ra tro an ti ha kinnig a ra d’ar jubenn e wreg, unan eus e verc’hed dimezet, ur c’hrouadur bihan ganti war bleg he brec’h, ur verc’hig ha n’emañ ket c’hoazh en oad da zimeziñ hag erfin ar plac’h-nevez…
An Tad
Nag an aelig-mañ da Zoue
Hag ho koulm e vefe ?
Plac’hig vihan savit ho penn
Da sellet ouzh ar gristenien
Ho lagad glas, ho plev melen,
Ne raint ket droug da zen.
Ar Jubenn
Gant an heol tomm hag an amzer
Ez eo aog ar mesper,
Bloaz ’zo an hini a glaskan
A oa glas-dour evel houmañ,
Met hirio ’tistag diouzh ar brank,
War sin un den yaouank.
An Tad
Va mignon, n’eus den evidoc’h,
Rak-se greomp ar peoc’h…
Setu ar plac’h a c’houlennit,
Hogen, den yaouank, diwallit
Na ve morse kerse ganti
Bezañ kuitaet he zi.