Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Anjela Duval : ar brezel

Gant Bastian Gwilhou
Tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 29 : Anjela Duval

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

D’an 11 a viz Du 1918 e oa echuet ar brezel. Anjela he deus soñj eus « ar c’hleier a vralle ken‑ha‑ken. Pignat a rae ar vugale war moger ar vered, hopal a raent : Vive la France et l’Amérique ». He zad ne oa ket bet kaset d’ar brezel dre ma oa re gozh, 52 vloaz e 1914 pa oa bet disklêriet ar brezel. Galvet e veze he zad e ti an amezeien evit sikour anezhe d’ober al labourioù er parkeier rak ne chome er vro nemet tud kozh, paotred yaouank‑tre ha merc’hed evit labourat an douar.