• Gant bugale ar skolioù ha Paul Molac
• Tennet eus Taboulin 26 : Pariz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 26 : Pariz
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Daoust hag-eñ e vez komzet alies eus Breizh ?
Evit lavarout ar wirionez e komzomp eus ar pezh a anavezomp el lec’h m’emaomp o vevañ e Breizh. Kudennoù zo tost ouzh Breizh : an écotaxe, ar c’hêrioùmeur, an digreizennañ. Evit an écotaxe o doa votet ar Vretoned a-unvouezh evit ma vije bet distaolet un tammig an écotaxe e Breizh. Pa vez un tregont kannad en un taol e mod-se e c’hellomp evel-just lakaat ar pouez da vont war un tu pe war un tu all. Aze hor boa gwelet ar gannaded eus pep strollad politikel o votiñ evit ar memes tra. Gouest omp da welet un dazont evit Breizh ha d’en em lakaat asambles evit pouezañ evit ma vije ur seurt emglev etrezomp evit Breizh. Ret eo deomp bezañ un tammig unvan evit mont war-raok peogwir a-hend-all e vimp skubet evel delioù gant an avel.