• Gant Marie Peaudecerf
• Tennet eus Taboulin 25 : War vor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 25 : War vor
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Pe e vefe ar voraerien o-unan-penn, daou-ha-daou pe dre skipailh e klaskont tizhout ar memes pal : kas ar vag war-raok ar buanañ ar gwellañ hep terriñ netra en he bourzh. Evit en ober e rankont studial a-dost an amzer a-hed ar redadeg evit dibab o hent ha gouzout ober diouzh an avel. Diwar se e c’hoariont gant gorread al lienoù. Hervez ar redadegoù e c’hellont bezañ skoazellet gant un heñcher diavaez pe get. Ar rouderezh a vez graet eus ar skoazell-se kaset en-dro eus an douar bras gant un den barrek war an amzer. Rannet e vez al labour diouzh niver an dud a zo e bourzh ar vag. Evit an Trofe Jules-Verne e oa 14 moraer e bourzh ar Maxi Banque Populaire V, rannet e tri skipailh a bevar, mui ar c’habiten, Loïck Peyron, hag an heñcher diabarzh. Pep skipailh a gase ar vag en-dro e-pad ur mare eus an devezh pe eus an nozvezh. Ha pep moraer en doa da ziwall ouzh un dra resis er bourzh : ar c’houc’h, ar wern, al lienoù... Anat dit, pa vezer an-unan er vag e ranker ober pep tra.