Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Petra eo ar Vendée-Globe ?

Gant Marie Peaudecerf
Tennet eus Taboulin 25 : War vor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 25 : War vor

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ar Vendée Globe zo ur redadeg tro-dro d’ar bed bet krouet gant ar moraer Philippe Jeantot e 1989. Bep pevar bloaz e loc’h kuit ar bigi eus Les Sables d’Olonne da zistreiñ di. Pep moraer zo e-unan-penn war e vag-dre-lien. A-hed ar 25 000 mil (1) en deus d’ober hep chom a-sav ha ne c’hell ket bezañ skoazellet evit dibab e hent nag evit kempenn e vag ma torr un dra bennak warni. Dezhañ e-unan d’ober war-dro. Damheñvel eo an holl vigi, gant ur wern ha gant ur c’houc’h a 60 troatad (2) (war-dro 18 m) a hirder. Ur moraer hag a fell dezhañ kemer perzh er Vendée Globe a rank bezañ bet treuzet gantañ ur meurvor ur wech d’an nebeutañ ha bezañ graet ur veaj e-unan-penn war ur vag a-seurt-se. Ret eo dezhañ ober daou staj ouzhpenn : unan evit bezañ gouest da intent outañ e-unan e ken kaz ma vefe gloazet, hag ur staj all evit gouzout penaos saveteiñ e vuhez ma ez afe e vag d’ar strad. Rak gwallzarvoudoù ez eus bet : bigi o vont war o genoù, gwernioù torret, hag un nebeud tud kollet siwazh : Nigel Burgess e 1992-93 ha Gerry Roufs e 1996-97. Merc’hed a gemer perzh ingal er Vendée Globe ivez. E 2001-2002 e oa deuet Ellen MacArthur a-benn da dapout an eil plas. Ne oa nemet 24 bloaz d’ar poent-se. Ha peur e vo ar c’hentañ Vendée Globe ? E miz Du 2016 e loc’ho ar bigi kuit.

(1) Ar mil-mor = 1 852 m.
(2) An troatad = 30,48 cm.