Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Hor Vendée-Globe deomp-ni (tamm 2)

Gant bugale ar skolioù
Tennet eus Taboulin 25 : War vor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 25 : War vor

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

GabartMeur a zoare all hon dije gellet implijout. Skolidi zo a rae gant Google Earth. Resisoc’h e c’heller bezañ rak ar gartenn-se a c’hell bezañ kresket forzh pegement ha moaien zo da ouzhpennañ titouroù. Lod all o deus lakaet o anv war Virtual Regatta, ha kemeret perzh er redadeg, tost da vat, met hep bezañ e-kreiz ar mor bras. Evel-just e ranker bezañ aketusoc’h eget war Google Earth, evit cheñch hent diouzh an avel hag an amzer. Kinnig a ra al lec’hienn-se kemer perzh bep bloaz e meur a redadeg. 470 000 den o deus kemeret perzh er Vendée Globe a-drugarez da Virtual Regatta.