• Gant Daniel Carré
• Tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Gwezhall e veze distennet an dilhad gant un houarn-distenn. Ne oa taol ispisial ebet evit distenn : graet e veze al labour-se war an daol goloet gant ul liñsel. E-barzh houarnoù-distenn zo e veze lakaet glaou bev da dommiñ. Bez’ e oa ivez houarnoù-distenn plat hag a veze lakaet da dommiñ war ar fournev pe war dan an oaled. Ne oa ket kement a zilhad da zistenn evel ma vez hiziv.