Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Ar vuhez gwechall : kanniñ dilhad

Gant Daniel Carré
Tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Gwezhall e veze kannet an dilhad lous er poull. Lakaet e veze an traoù en ur garrigell pa veze pell ar poull ag ar gêr. War o daoulin e veze ar maouezed e-barzh ur voest koad : ar c’harroñs. E-barzh ar c’harroñs e veze lakaet plouz evit bout aesoc’h. Soubet e veze an dilhad en dour, lakaet soavon doc’hte ha frotet gant ur vroust . Skoet e veze warne gant ar c’holvazh* evit lemel an dour lous. A-wezhioù e vezent lakaet da verviñ war an tan a-raok o c’hanniñ. Ur wezh riñset e vezent lakaet da sec’hiñ doc’h an orsalenn.

Graet e veze bugad** ur wezh ar sizhun hepken. Plijadur o deveze ar maouezed oc’h en em gavout er poull da gomz etreze ha da glevet keleier ar vro. Koulskoude ne veze ket aes al labour : yen e veze an dour d’ar gouiañv ha pounner e veze an dilhad karget a zour.

*ur vazh-dilhad
**bugad : kanniñ dilhad