• Gant Daniel Carré
• Tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 24 : Ar vuhez gwezhall
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Gwelet hon eus un ti kozh, e-giz gwezhall : ti Louise. Al leur zo graet gant pri. Ar mogerioù zo graet gant mein ha pri. Plouz zo war an doenn. N’eus estaj ebet en ti. Ar suler zo dindan an doenn. Eno e veze lakaet ar blezad greun pa veze bet eostet ha dornet.
An daol dirak ar fenestr bihan zo e koad. Tud deuet ar familh, ar wazed, a zebre doc’h taol met ar geginourez, ar vamm, a zebre alies en he sav pe goude ar re all pa oa aet o fred gante. Ar vugale, int, ne zebrent ket ouzh taol a-raok an oad a seizh vloaz. Pankoù a oa a bep tu d’an daol. E-barzh an daol-vank e veze renket ar priaj hag ar bara, a-wezhioù ar c’hig hag an amanenn. Keginet e veze war an oaled ; an tan a veze graet gant koad.
N’eus nemet ur pezh bras e-barzh an ti-tan, gant an oaled hag ar pezhioù meurbaj (an arrebeuri). Doc’h ar vagoar a-dal d’ar fenestr emañ an armener hag ar gweleoù-kloz. An dud deuet a gouske e-barzh, hanter azezet. Posupl e oa serriñ dorioù ar gwele-kloz e-pad an noz.