• Gant Marilou Pochic
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar luzinioù zo stalioù e-lec’h ma vez lakaet ar boued e boestoù-mir. E Groe e oa bet digoret luzinioù evit lakaat ar pesked e boestoù-mir adalek ar bleadoù 1865. Pemp luzin zo bet war an enezenn betek an Eil Brezel bed (1939). Ar luzin diwezhañ, fritur Orvoen, zo bet serret evit mat e 1979.
Kalz a verc’hed a laboure er luzinioù pa veze ar wazed war ar mor o pesketa. Lod a droc’he ar pesked, lod o gwalc’he ha lod all a denne ar skant doc’hte. Poazhet e veze ar pesked e bailhoù bras. Leuniet e veze ar boestoù-mir get ar pesked bet poazhet ha sec’het. Eoul a veze lakaet ouzhpenn. Serret e veze ar boestoù-mir get mekanikoù afet.
Ul labour kalet e oa al labour er friturioù. E fin an XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved ne oa ket tredan e Groe. Ret e oa ober tan war an oaled evit poazhañ ar pesked.