Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Pesketa an ton : ar bagoù

Gant Marilou Pochic
Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Groe zo bet ar porzh kentañ er Frañs e-keñver ar bagoù a besketae an ton.

D’ar poent-se e veze pesketaet get bagoù a-ouel anvet « dundee ». Pesketourion Bro-Euskadi a grogas da besketa get bagoù-keflusker adalek ar bleadoù 1920. Pesketourion Breizh avat a oa a-enep seurt bagoù. Lârout a raent e vefe spontet ar pesked get an trouz a raent. Met tamm-ha-tamm emañ bet dilezet ar bagoù a-ouel e Breizh ivez.