• Gant Marilou Pochic
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
E penn pep linenn e kaver un higenn daou benn. E penn an higenn e veze lakaet delioù maiz pe reun a bep seurt liv. Lakaet e veze al linennoù en dour. Ne chome ket a-sav ar vag, kenderc’hel a rae da vont war-raok. An ton a glaske debriñ ar pezh a gave dezhe e oa pesked. Ha paket e vezent e penn an higennoù.
Sachet e veze an ton war bont ar vag gant ar besketourion. Toullet e veze penn ar pesked get ur benveg, un doare tach, anvet « piko ».
Divouzellet ha gwalc’het e veze an ton ha lakaet a-skourr da sec’hiñ war tranketoù.
Chom a rae ar vag tri pe pevar devezh war an dachenn pesketa. Pa veze bet tapet a-walc’h a besked e tae ar vag en-dro d’ar porzh. Gwerzhet e veze ar pesked d’ar luzinioù. Ne veze ket debret ton fresk d’ar poent-se.