• Gant Marilou Pochic
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Pesketourion Enez-Groe o doa kroget da besketa an ton gwenn war-dro ar bleadoù 1840 e-bourzh bagoù a enezenn Yeu, pe a borzh ar Sables-d’Olonne er Vendée. War-dro ar bleadoù 1860 o doa kroget da besketa an ton gwenn war o bagoù dezhe o-unan. War an diskar ez ae ar peskerezh sardin er bleadoù 1880 dre ma oa nebeutoc’h-nebeutañ doc’hte. Neuze ez eas war greskaat ar peskerezh ton.