• Gant Marilou Pochic
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
An ton gwenn, anvet jermon
Ar pesked-mañ eo a veze pesketaet gwezhall get pesketaerion Enez- Groe ha re an Intel. War-dro 1 kg e pouez ar re vihan ha war-dro 4 ha 6 kg e pouez an ton jermon. Tolpet e vezont tro-dro d’an Assorioù e-pad ar goañv. En nevezamzer e neuiont etrezek morioù Iwerzhon. En hañv e chomont e kornôg aodoù Europa. En diskaramzer e tistroont d’an Assorioù en ur heuliañ dourioù klouar ar Gulf Stream.