• Gant Herve Cadiou
• Tennet eus Taboulin 21 : Brest + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 21 : Brest
Pennad kaoz gant Herve Cadiou diwar-benn an Eil Brezel-bed e Brest.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Kalz a dud zo bet lazhet e-pad ar brezel ?
N’ouzer ket re vat. 20 000 den dre vras en diavaez eus ar soudarded marteze. Toulloù dindan an douar a oa bet graet evit an dud d’en em ziwall eus ar bombezennoù e-pad an noz. Ha goude se, e fi n ar brezel, ar pep brasañ eus an dud o doa gellet kuitaat kêr Brest. E-kreiz miz Eost 1944, maer Brest en doa goulennet digant an Alamanted ha digant an Amerikaned hag ar Saozon paouez ar brezel e-pad daou zevezh. An Alamanted o deus laosket an dud da vont kuit peogwir ar brezel a oa da vezañ spontus. Milieroù a dud o doa gellet kuitaat Kêr Brest e-kreiz miz Eost 1944. E-mod all e vefe bet kalz muioc’h a dud gloazet ha lazhet. Pa oa erruet an armeoù a-enep d’an Alamanted en-dro da Vrest ne oa ket posupl ken na mont kuit eus Brest na antreal e Brest. Setu ar bombezennoù a gouezhe atav war ar gêr. Spontus e oa bezañ e Brest d’ar poent-se.
Un darvoud spontus a oa c’hoarvezet e Brest d’an nozvezh etre an 8 hag an 9 a viz Gwengolo 1944. E-pad an noz ez eus bet un darzhadenn spontus en « Abri Sadi Carnot ». Ur seurt tunnel 30 metr dindan an douar e oa an « abri »-se. Er goudor-se e oa 500 den eus Brest hag a ranke chom noz-ha-deiz e-pad sizhunvezhioù rak bombezennoù a gouezhe dizehan war Brest. E-pad an noz e oa kroget an tan, kousket e oa an dud ha n’o doa ket gellet kuitaat an toull. War ar 500 den eus Brest a oa e-barzh ne’z eus nemet 40 o deus gellet bezañ saveteet. E penn all eus ar goudor e oa Alamanted hag a zo marv ivez. Den ne oar pet.