Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

E pelec'h e oac'h o chom e-pad ar brezel ?

Gant Herve Cadiou
Tennet eus Taboulin 21 : Brest + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 21 : Brest

Pennad kaoz gant Herve Cadiou diwar-benn an Eil Brezel-bed e Brest.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

E pelec’h e oac’h o chom e-pad ar brezel ?
E-pad ar brezel em boa an oad ho peus-c’hwi bremañ. E-kichen Kastell-Paol, e Plouenan, e oan o chom. Me ne’m eus ket bet kement a boan memes tra eget bugale Brest. Me a oa o chom war ar maez, e-barzh un atant, un ti-feurm. Setu hor boa peadra da zebriñ : kig ha legumaj. N’hor boa ket re a naon e-skoaz e Brest an dud o doa naon peogwir e oa 40 000 soudard alaman hag a zebre kalz. Setu ne chome ket kalz a dra evit tud Brest. Evit kaout bara e oa ret reiñ tikiji. Ne oa ket arc’hant e-giz bremañ evit prenañ ar boued.