• Gant Herve Cadiou
• Tennet eus Taboulin 21 : Brest + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 21 : Brest
Pennad kaoz gant Herve Cadiou diwar-benn an Eil Brezel-bed e Brest.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar vugale az ae d’ar skol e-pad ar brezel ?
Ya, ar vugale az ae d’ar skol e-pad ar brezel. Nemet a-wezhioù o doa aon mont d’ar skol rak n’o doa ket kousket mat e-pad an noz. Rak e-pad an noz e oa avionoù a deue da vombardiñ Brest. Ur c’horn-boud kreñv a veze klevet e-pad an noz evit lavaret d’an dud mont da guzhat. Ar vugale hag o zud a ranke sevel evit mont en un tamm goudor e ken kaz e vije kouezhet ur vombezenn war o zi.
Ar skolioù zo chomet digor betek ar bloavezh 1942. D’ar poent-se e oa serret ar skolioù peogwir e oa re a zañjer evit ar vugale. Neuze ar skolioù zo bet kaset kuit eus Brest, amañ hag ahont, e Lokournan, e Plonevez ar Faou, pe el lec’hioù all eus an departamant. Va gwreg a oa hoc’h oad deoc’h-c’hwi. Hi zo aet d’an Uhelgoad gant he mamm hag he mamm-gozh. He zad en doa ranket chom e Brest da labourat evit an Alamanted. Setu ar familhoù zo bet dispartiet. Bugale ar skolioù zo aet er-maez eus Brest a-wezhioù gant o mamm hag an tadoù a ranke chom e Brest. Diaes e oa da vevañ.
Met ar vuhez a gendalc’he memes tra. Ar vugale a rae eveldoc’h-c’hwi : labourat er skol ha c’hoari, anat deoc’h.