• Gant Herve Cadiou
• Tennet eus Taboulin 21 : Brest + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 21 : Brest
Pennad kaoz gant Herve Cadiou diwar-benn an Eil Brezel-bed e Brest.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Daoust hag-eñ e oa rezistanted e Brest ?
Da gomañsamant ar brezel o doa ranket ar gwazed mont d’an Alamagn evit labourat evit an Alamanted. Tout ar baotred yaouank hag a oa 20 vloaz pe ouzhpenn en oad da labourat a ranke mont d’an Alamagn. Bez’ e oa paotred n’o doa ket c’hoant mont da labourat en Alamagn. Setu o deus ranket kuzhat eus an Alamanted ha dre-se int deuet da vezañ rezistanted.
E Brest e oa ivez aviatourien a gouezhe pa oa distrujet o c’harr-nij dezho. Tud Brest a guzhe anezho hag a sikoure anezho peogwir e oa an Alamanted o klask anezho, anat deoc’h.