Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Perak tud Bro-Saoz hag an Amerikaned o deus distrujet Brest ?

Gant Herve Cadiou
Tennet eus Taboulin 21 : Brest + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 21 : Brest

Pennad kaoz gant Herve Cadiou diwar-benn an Eil Brezel-bed e Brest.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Perak tud Bro-Saoz hag an Amerikaned o deus distrujet Brest ?
Peogwir Brest a oa ur porzh a vrezel alaman a-enep bigi Bro-Saoz. An Alamanted o doa amañ bigi, listri da vont dindan ar mor hag ez aent da zistrujañ ar bigi saoz e-kreiz ar mor. Setu perak tud Bro-Saoz o deus klasket distrujañ listri an Alamanted. Ar bombezennoù a veze graet e Bro-Saoz pe en Amerik. Ar c’hirri-nij-brezel a deue dreist ar mor betek Brest. Setu e kargent ar bombezennoù e Bro-Saoz ha goude e klaskent distrujañ bigi-brezel an Alamanted. Met a-wezhioù ar bombezennoù a gouezhe war an tiez. War-lerc’h e rankent mont en-dro da Vro-Saoz. Pa n’o doa ket laosket tout ar bombezennoù e oa pounner o c’harrnij. Abalamour da se n’o defe ket a-walc’h a esañs evit distreiñ. Pa vez pounner ur c’harr-nij e lonk muioc’h a esañs. Setu a-wezhioù pa vezent a-zioc’h ul lec’h na oa ti ebet e laoskent bombezennoù da gouezhañ evit bezañ skañvoc’h.