Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Kalz a Alamanted a oa e Brest e-pad ar brezel ?

Gant Herve Cadiou
Tennet eus Taboulin 21 : Brest + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 21 : Brest

Pennad kaoz gant Herve Cadiou diwar-benn an Eil Brezel-bed e Brest.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Kalz a Alamanted a oa e Brest ?
Un niver bras a Alamanted a oa e Brest, war-dro 40 000 soudard. Gwelet e vezent e kêr Brest peogwir e oa kalz diouto. Ha diouzh an noz, an dud n’o doa ket aotre, ne c’hellent ket mont er-maez eus o zi pa errue an noz. Pa oa echu ar brezel, pa oa en em rentet an Alamanted d’ar re a oa a-enep outo, d’an Amerikaned ha d’ar Saozon, e oa 30 000 prizoniad alaman e Brest.