• Gant Mona Bouzec ha Maryvonne Berthou
• Tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
Jestroù ar rimadell, evit ar skolaerien pe ar gerent c'hoant ganto reiñ buhez d'ar rimadelloù.
Rimadell skrivet gant Fulup ar Gwern.
TESTENN :
1, 2, 3, 4, 5
Pemp lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.
1, 2, 3, 4
Pevar lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.
1, 2, 3,
Tri lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.
1, 2,
Daou lapousig ’barzh an neizh
An hini bihan a lâr :
« Un tamm plas, mar plij ! »
Badadaou !
Kouezhet unan
« Ha ! » a lâr an hini bihan.
« Setu-me ma-unan ! »