Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Petra 'zo kaoz ? (rimadell)

Gant dizanv
Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora

Skrivet gant A. Boulle, M.L. Pochic ha K. Ollivier.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Skuizh-brein on-me.
– Petra ’zo kaoz ?
Al labour ’zo kaoz.

Klañv-bras on-me.
– Petra ’zo kaoz ?
Ar c’hos ’zo kaoz.

Gwanik-gwan on-me.
– Petra ’zo kaoz ?
Ar c’hleñved ’zo kaoz.

Treut-ki on-me.
– Petra ’zo kaoz ?
An naon-bras ’zo kaoz.

Marv-mik on-me.
– Petra ’zo kaoz ?
Kit da ouiet ma zud kaer
Azezit aze àr ar gador
Hag e vo kontet deoc’h
Achumant an istor.