• Gant dizanv
• Tennet eus Enora + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Enora
Skrivet gant T. Seznec.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
En ur dremen e-biou d’he zi (2 w.)
Em boa gwelet Anna-Vari
Hag em boa goulet diganti (2 w.)
Un tamm bara amann da zebriñ.
En ur serriñ ar prenestr (2 w.)
’Doa respontet din : “Ma mestr,
Kae da welout Mari-Charlot
Ma ’z peus c'hoant kaout bara kompot.”