• Gant Alain Breton
• Tennet eus War divaskell an istor + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War divaskell an istor
Testeni Alain Breton diwar-benn ur c'harr-nij eus an arme saoz a oa bet diskaret gant an Alamanted e Gwiseni er bloavezh 1943.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
D’an 3 a viz Eost, va zad a lavaras din : “Tiens, Alain, te yelo da gerc’hat ar gwinizh da Bark ar Groaz, asambles gant Jean Caraez”. Jean Caraez a oa un den hag a oa “ur refrakter eus ar c’hlas 42”. Hag e oa kuzh amañ. Hag en doa ur c’hamalad e-barzh e Keroullidig. E anv a oa Eugène Coatenea hag a oa kuzh e ti Yvonig Daniel.
Setu, Jean, ’benn ur pennad, a lavaras din : “Alain, aze ez eus daou garr-nij oc’h en em gannañ.” Setu ni a savas hor pennoù, evel-just, hag e weljomp an daou o treiñ war tout ar bourk amañ ha Kerlouan et compagnie. Hag a-benn ur pennad da c’houde-se, o marteze pemp munut da c’houde-se, e klevjomp un tamm strak. Aze eo pilet ar c’harr-nij. Jean a lavaras din : “Alain, gwelloc’h dit stagañ penn al loan, e ken kaz ma’z afe kuit.” Setu e rajen. Hag hon-daou ez aemp kuit etrezek ar foennog. Ha pa’z omp en em gavet eno e oa dija ur guchennad tud. Ar c’harr-nij a oa pilet e-barzh ar poull.
Kerkent en em gavet ni eno e klevjomp unan o lavaret : “Tiens ar pilot a zo tennet er-maez gant Marcel Gall”. Eñ a oa un ancien pilote ivez kwa. Eñ en doa tennet ar c’hokpit kuit hag e tennas anezhañ er-maez eus ar c’harr-nij. Hag eñ a reas sin da Varcel da gerc’hat e vriket pe un alumetez. Setu Marcel a gomprenas diouzthu petra en doa c’hoant da gaout. Bremañ ne ouzon ket pe oa ur briket pe alumetez a oa bet roet dezhañ. Met pezh a ouzon eo en doa foultret an tan e-barzh ar c’harr-nij. Setu eñ ha Marcel, neuze, a grogas e-barzh e barachut peogwir ar parachut a oa gantañ war e gein c’hoazh hag a ramasas, a guzhas anezhañ e-barzh ar ganol en tu bennak. Marcel a lavaras : “O, ’lavar Marsel, dabod, pa vo aet tout an dud kuit dac’h alese ez in da ramas anezhañ”. Met pa oa aet da gerc’hat anezhañ ne oa ket kavet anezhañ ken. Setu ni a oa eno atav ha Jean Caraez, a oa en va c’hichen, a en em gavas e-kichen Eugène Coatanea. Met o-daou, en em anavezent mat, met n’o doa ket en em ziskouezet d’en em anaout, abalamour e oant refrakter o-daou kwa. Setu trumm da c’houde-se e weljomp ur c’harr-nij alaman o komañs treiñ-treiñ. Ha trumm da c’houde-se e weljomp an Almanted all oc’h en em gaout dac’h ar bourk aze.